Né à Bodilis dans un milieu bretonnant,
Job an Irien jeune est scout à Bleimor. De 1968 à
1982 il participe de très près à la vie
du Bleun-Brug et à la rédaction des cahiers du
Bleun Brug écrivant chansons (recueil eun deiz avec Michel
Scouarnec et chansons d'enfants Deus ganin), cantiques (nouveaux
cantiques bretons Hag e paro an heol avec Michel Scouarnec et
René Abjean) et cantates (Ar Marh Dall, War varh d'ar
mor avec René Abjean et les chorales du Bout du Monde).
A partir de 1984, avec la création du centre de rencontre
bretonnant Minihi-Levenez par Mgr Barbu, évêque
de Quimper et de Léon, l'orientation devient plus spécifiquement
spirituelle. Cantiques pour enfants, Klask a ran et Dremm an
Aotrou, cantate Kan evid ar peoc'h puis War heñchou ar
bed avec Christian Desbordes et toujours les chorales du Bout
du Monde. Puis en 2000, il crée Kalon ar bed avec Christian
Desbordes et René Abjean à la cathédrale
de Quimper tout en poursuivant l'écriture de textes de
cantiques.
Entre temps, surtout à partir de 1990, il crée
une maison d'édition essentiellement bilingue (sauf pour
les ouvrages liturgiques entièrement en breton), en collaboration
avec Bernard Tanguy, Yves-Pascal Castel, Fañch Morvannou,
Pierre Tanguy, Jean-Pierre Boulic... Il édite la revue
Minihi-Levenez et depuis 1993, écrit régulièrement
des chroniques dans l'hebdomadaire Le Courrier du Léon
- Le Progrès de Cornouaille et plus récemment
dans Ya... Tout cela sans compter l'animation de pèlerinages
en pays celtiques, l'aumônerie de collèges et du
lycée Diwan en Finistère.
Ganet eo bet Job an Irien e Bodilis en un endro brezhoneger.
Darempredet en deus skouted Bleimor en e yaouankiz. Eus 1962
betek 1982 e kemer perzh a dost e buhez ar Bleun-Brug oc'h embann
ingal e kaieroù ar Bleun Brug, kanaouennoù (dastumad
eun deiz gant Michel Scouarnec ha kanaouennoù evit ar
vugale Deus ganin), kantikoù (kantikoù nevez e
brezhoneg Hag e paro an heol gant Michel Scouarnec ha René
Abjean) ha kanadegoù (Ar Marh Dall, War varh d'ar mor
gant René Abjean ha lazoù-kanañ Penn ar
Bed).
Dre youl an Eskop Barbu e vez krouet e 1984 ar greizenn Minihi-Levenez,
lec'h emgav evit ar vrezhonegerien. Job an Irien, e karg eus
al lec'h-mañ, a gendalc'h da skrivañ o reiñ
un ton muioc'h relijiel d'e oberenn : Kantikoù evit ar
vugale, Klask a ran et Dremm an Aotrou, kanadeg Kan evid ar
peoc'h ha da c'houde War heñchou ar bed gant Christian
Desbordes hag adarre lazoù-kanañ Penn ar Bed.
E 2000 e krou Kalon ar bed gant Christian Desbordes ha René
Abjean en iliz-veur Kemper hag e kendalc'h war un dro da skrivañ
kantikoù.
Diouzh un tu all, adalek 1990, e ro lañs d'un ti-embann
divyezhek (nemet evit al levrioù relijiel hag a zo e
brezhoneg pen-da-benn) gant kenlabour Bernard Tanguy, Yves-Pascal
Castel, Fañch Morvannou, Pierre Tanguy, Jean-Pierre Boulic...
Lakaat a ra ar gelaouenn Minihi-Levenez da zont er maez en un
doare reoliek hag e skriv ingal er gazetenn sizhuniek Le Courrier
du Léon - Le Progrès de Cornouaille ha nevesoc'h
er gazetenn Ya. Kement-se hep derc'hel kont eus an aozañ
pic'hirinajoù er broioù kelt hag aluzoneri skolajoù
ha lise Diwan e Penn-ar-Bed.